Deiziad krouiñ | 1986 |
---|---|
Anv | Public Enemy |
Deroù ar prantad labour | 1986 |
Pladennrolladur | Public Enemy discography |
Lec'h diazez | Long Island (New York) |
Tachenn | Hip hop, political hip-hop, East Coast hip-hop |
Label sonerezh | Def Jam Recordings, Columbia Records |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Prizioù resevet | Rock and Roll Hall of Fame |
Lec'hienn ofisiel | http://publicenemy.com/ |
Public Enemy a zo ur strollad hip hop deus Long Island, e New York.
Gant ar rapourien hag a DJien Spectrum City, eo graet ar strollad, krouet oa bet gant Hank Shocklee ar pennsturier, ar strollad a voe anvet pa voe tremenet e c'hentañ ton Public Enemy #1 war an abadenn-skingomz Super Spectrum Mix Hour, kaset da-benn gant Chuck D war gwagennoù ar skingomz saoul: WBAU.
Gant Chuck D ha Flavor Flav o kanañ, Terminator X er pladennoù, a ya d'ober ar strollad peurgetket, ambrouget e vezont gant ar strollad-dans S1W , a ra van da zañsal, o hejañ o revr, setu tout pezh a reont.
Difraosterien ar rap endalc'het barzh ur framm endalc'hus int, hag abaoe ar penn-kentañ o deus kinniget ur son feuls-tre, betek garv a-wechoù, a c'hall ober poan skouarn d'ar mammoù-gozh, kenbroduet gant ar Bomb Squad, stummet gant Hank Shocklee, Keith Shocklee, Eric "Vietnam" Sadler, ha Carl Ryder (a.k.a. Chuck D), gant komzoù engouetlet-kennañ war stuzegezh ar gummuniezh du er Stadoù-Unanet. Gant-se e lakont da dremen mennozhioù Louis Farrakhan, leader an Nation of Islam.